Breizh Atav ha Feiz Atav

4
Loading...

Breizh Atav ha Feiz Atav

Setu daou vloaz ‘zo e vez Breizh Atav war an dachenn, o kiañ evit ma teuo skiant d’he c’henvroidi. Skiant Breizh, ha Skiant ar Feiz er Vreizh. Ar gatoligiezh a vez ur perzh eus hon broadelezh : anat e vez kement-se e kreizig-don hor c’halonoù. Benniget eo bet Breizh gant hor Sent, gant Santez-Anna, ha roet dezhi ur c’hrefidi da seveniñ a-raok dibenn an amzerioù. Galvet eo bet Breizh da zont da voud Breizh, ha mat pell ‘zo. N’eus nemet sturion ar c’halv-sakr se ac’hanomp. Ne anavezomp nemet ur gelennadurezh war an dachenn politikel : ar vroadelouriezh vreizhat, ne anavezomp nemet ur relijion e Breizh : ar Feiz hon tadoù-kozh, hini en deus roet stumm d’hon bro.

Goût a reomp mat e vo klasket reuz ouzhomp gant ar baganiz nevez : a-raok ma veze Breizh e oa an Arvorig, hag an Arvorig a rae perzh eus ar geltigiezh. Ar Gelted a veze o doueed dezho o-unan o tiwall anezho. Perak neuze digeriñ dorioù hon ene d’ur relijion a vez yuzev he boued ».Ha ar pezh e respontimp e vo : « Trec’het eo bet ar baganiezh en Europa ar C’hornôg dre ma oa deuet da voud feiz o c’hredennerien bihan en o c’halonoù » . Poent e oa deuet, e pep lec’h en Europa, skuilhañ sistr nevez er voutailhoù-kozh. Ha n’eo ket bet trenket ar ouenn diwar gement-se, kreñvaet ne lâran ket. »

Petra a zo soñj don ar baganerien a-benn ar fin ? Dihuniñ Pan ? N’eo ket ! Tamm ebet ! Ar pep pouezusañ eus kredennerien ar « relijion gozh » a zo emellet er Gorsedd ! Da lâret eo en ur gevredigezh a brech meskaj ar ouennoù kreñvoc’h c’hoazh eget ar frañmasourien ha tud dizoue a-bep tu.

Ha petra a ouzomp a-zivout relijion an Hengelted ? Rezennoù-hir a zo bet displeget diwar-benn an druizhed ken eo bet, oc’h ober eus outo ekologourien o barv hir hag profeded Gwirioù mab-den evel just ! Hor skrivagnien meur Jakez Rioù a oa bet skrivet Gorsed Digor er bléadoù 1930, a-benn goapaat foklorajoù an druized a gonter en o zouez ur bochad tud n’int ket jenet gant ar stourm a-benn dishual Breizh, sevel ur stad a c’hello he difenn eus pep kleñved a vrein ar broadoù pa n’eo ket kreñ a-walc’h o youl-bevañ.

Ne ya ket evel-se gant ar Feiz kristenn e Breizh. Enkorfet eo ar Feiz kristen dre natur ha savet ganti kement broadoù a zo en Europa. Kaer en do unan klask ne gavo ket ur bobl nann-kristet a vije bet savet d’ur vroad ha neuze sterniet en ur stad. Breizh a zo Breizh dre c’hras ar Sent a zeuas eus an Enezenn ha ma vijemp chomet gant ar baganiezh ne vije bet morse anv eus Breizh. Dre ar Feiz kristen eo en deus gallet Breizh tizhout he uhelvennad, klask boud Breizh en un doare gwiroc’h-gwirañ c’hoazh. Kement-se evit ar c’halonekañ eus he mibien, rak ar re-se eo a ra spered, ene, kalon ar vro.

Ar baganed a gred er bed-mañ hep gwelout ar pezh a zo a-dreñv pe a-us ar ouel a zo bet lakaet war e gorre. Mont a ra o buhez hag int oc’h azeuliñ skeudennoù ha n’eo ket an traoù a zo kuzet gant ar skeudennoù. Evel-hen ne vez ket Breizh eus La Bretagne, ne vez ket ar Vreizhourien eus Les Bretons ha ne vez ket ar vuhez-mañ ar vuhez-gwir, ar vuhez glok, hollek. Ar baganed ne ziazez ho soñj nemet war ar poell n’eo ket evel ma rae Platon pe Sant Tomaz Aquin e giz Descartes ar prederour gall ha Spinoza ar pederour yuzev ne lâran ket.

Ha koulskoude e sav ar wirionez evel kef kreñv un derv a sav betek an oabl, hag ar wirionez-se a lâr deomp bemdez eo diwallet Breizh gant ar seiz Sant diazezour hag Santez Anna Breizh. Ha peseurt nerzh dreistnaturel a vir Breizh ouzh ar vreinadur penn-da-benn hevez ar baganiezh ? N’eus ket un dreistnatur evito rak ne welont nemet an natur ha soñjal e vez an natur nemetañ o rein buhez deomp , kement-se ne vez ket nemet ur fazi met un torfed pa vez skignet seurt kelennadurezh. An natur evitañ ha drezañ e-unan n’eo nemet hent reizh ar marv da viken. N’eus nemet dre grediñ en enkorfadur ar C’hrist e pep broad a vo saveteet hor broad deomp-ni eus ar marv ha eus an Ankoù a lak pep tra da voud ankounac’haet…

Ur vroadelourien a seurt mat a vez e zever mont d’an Iliz ha stourmañ evit ma brezonekaet lidoù an oferennoù. Ret eo dezhañ bleuniañ bezioù hon tadoù, hon hentadoù. Dezhañ ivez da bediñ evit Breizh hag ar vreizhourien bemdez hag evel-mañ :

Pedenn evit Breizh

O ma Jezus

Dre hanterouriezh ar seizh Sant,

an Aotroù, Jezus hag ar Spered santel

en anv ar werc’hez ha Santez Anna patronez Breizh

lakit hiziv ho tremm da splannañ war hor bro

Roit din an nerzh da stourmañ ouzh enebourien ar Feiz hag ar Vro

Evel-se bezañ graet

Loading...
SHARE

4 COMMENTS

  1. Trugarez da Dudi-Kael evit an destenn vrav-se. Awenet mat eo hon c’heneil gant Hon Salver hag e zoare da skrivañ hon laka da arvestiñ ouzh un oberenn kalfichet-kaer, awenet ma’ z eo gant brezhoneg ar bobl ha hini an Emsav wirion.

    Trugarez dit a-greiz kalon, breur ha kavandad breizhour, elese brezhoneger ha kristen…

  2. Tout le monde n’a pas eu la chance d’apprendre le breton.
    Si vous continuez à produire des articles en breton, sans les traduire, je vous prédis un isolement croissant.

Comments are closed.