« Brezhoneg pe Emsaveg ? » (Gang Yann Bêr Tillenon)

241
Loading...

BREIZATAO – KELTOURIEZH (24/07/2020) Pe yezh vez komzet gant an Emsaver ha pe yezh a rank bezañ komzet gantañ ? Aze e c’hellomp digemmañ ar Rannvrezhonegoù, ar Brezhoneg hag an Emsaveg. Re alies vez paket Emsaverion zo gant hiraezh da dremened hon Bro en un azeuliñ an trefoedachoù… Dister e hañval bezañ seurt tech, ur fazi bolitikel an hini eo avat, un doare kleñved a gilstourm a sach war an Emsav. A-zivout ar re a gomz Brezhoneg en un teurel ul liv rannvrezhonek war hor yezh unvanet, n’int ket ken tizhet all pa veizont galloud ar Brezhoneg arnevez er gevredigezh da vrezhonaat. Evit a sell ouzh an Emsaveg eo e arverañ ar par uhelañ er pleustriñ war ar Brezhoneg. An Emsaveg eo ar Brezhoneg lakaet da Yezh an Emsav, Yezh ar Stad Vrezhon da zont. Ya, hon Stad Vrezhon a zo da zont, hon Stad a zo da grouiñ hag ezhomm zo eus arzourion wirion evit en ober, elese Emsaverion wirion : dimp d’ober d’ar Brezhoneg bout hor benveg-krouiñ en Istor, dimp d’arverañ an Emsaveg, hor yezh troet a-zevri war-zu an amzer da zont, war-zu hon Stad Vreizh da zont !

Loading...